Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/293

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
284
ACTOU AN EBESTEL, XXVII.

nemed er pez a zell euz al liammou-man !

(30) Goude m’hen doe lavaret Paol kement-se, ar roue, ar gouarner ha Berenis hag ar re a oa azezet ganthe, a zavaz. (31) Hag en eur vond kuit, e lavarent an eil d’egile : An den-ze n’hen deuz great netra da veritoud ar maro nag ar prizon. (32) Hag Agrippa a lavaraz da Festus : An den-ze a helle beza laosket en he liberte, ma n’hen divije ket great appel da Cezar.


CHABISTR XXVII.


GOUDE ma oa bet decidet ez ajemp dre vor d’an Itali, e oe livret Paol hag eun neubeud prizonerien all da eur c^hantener euz a gohort Augustus, hanvet Julius ; (2) hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou-mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika. (3) An deiz varlerc’h, ec’h arrujomp en Sidon ; ha Julius, o treti Paol gant dousder, a bermetaz dezhan mond da velet he vignoned, da veza soulajet ganthe. (4) Goude beza eat ac’hane, e navigjomp dindan enez Cyprus, rag an avel a oa a-enep. (5) Ha goude beza treuzet mor Cilicia ha Pamphylia, e teujomp da Vyrrha, en bro Lycia, hag ar c’hantener, (6) o veza kavet eno eul lestr euz a Alexandria hag a iea d’an Itali, a reaz deomp mond ebarz. (7) Ha dre ma n’hon doa ket avancet kalz e-pad meur a zevez, ha ma oamp a-boan erruet dirag Gnidus, abalamour na bermete ket an avel deomp, e tremenjomp izelloc’h eged enez Creta var-zu Salmon ; (8) hag o vond gant poan a-biou dezhi, e teujomp da eul leac’h hanvet Porziou-kaer, tost da behini ema ar gear a Lase.

(9) Dre ma oa tremenet kalz a amzer, ha ma oa deuet ar mor da veza danjeruz, o veza ma oa dija tremenet amzer ar iun, (10) Paol a avertissaz anezhe, hag a lavaraz dezhe : Gwelet a ran, goazed, e vezo hor beach leun a zanjerou hag a gollou braz, n’e ket hep-ken evit al lestr hag ar garg a zo enhan, mes ive evidomp-ni. (11) Mes ar c’hantener a grede kentoc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, eged d’ar pez a lavare Paol. (12) Hag o veza ne oa ket mad ar porz-ze evit goanvi, an darnvuia a oa ho ali mond kuit ac’hane, ha klask mond, mar galjent, bete Phoenice, eur porz euz a Greta, hag a