Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/292

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
283
ACTOU AN EBESTEL, XXVI.

persecutez-te ac’hanoun ? Kalet e vez d’id stourm ouz ar broudou. (15) Neuze e liviriz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag hen a respontaz : Me eo Jesus, pehini a bersecutez. (16) Mes sav, hag en em zalc’h var da dreid, rag en em ziskouezet oun d’id evit da lakaad da vinistr ha da dest euz an traou ec’h euz gwelet, hag euz ar re evit pere en em ziskouezin d’id c’hoas. (17) Choazet em euz ac’hanoud a-douez ar bobl-man hag a-douez ar Jentiled, ha breman e kassan ac’hanoud etrezeg enhe, (18) evit digeri dezhe ho daou-lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.

(19) Dre-ze, roue Agrippa, n’em euz ket stourmet euz ar vizion euz an env ; (20) mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober oeuvrou dign euz ar gonversion. (21) Abalamour da gement-ze eo ho deuz ar Judevien klasket va laza, goude beza kemeret ac’hanoun en templ. (22) Mes, dre zicour Doue, ez oun choumet em buez beteg hirio, o rei testeni dirag ar re vihan ha dirag ar re vraz, hag o lavaret netra nemed ar pez ho deuz Moises hag ar brofeted lavaret a dlie c’hoarvezout, da lavaret eo, (23) e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a-douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl-man ha d’ar Jentiled.

(24) Pa oa o lavaret kement-se evit en em difen, Festus a lavaraz gant eur vouez krenv : Kollet ec’h euz da skiant, Paol, da zeskadurez vraz a laka ac’hanoud da ziskianta. (25) Mes Paol a lavaraz : Na ziskiantan ket, o Festus mad meurbed ; mes lavaret a ran komzou gwir hag a skiant-vad. (26) Ar roue a anavez an holl draou-man ; ha me a gomz anezhe gant hardiegez dirazhan, rag persuadet oun n’euz hini euz an traou-man kuzet diouthan, rag n’int ket bet great e-kuz. (27) Roue Agrippa, ha na gredez-te ket ar brofeted ? Me a oar e credez. (28) Hag Agrippa a lavaraz da Baol : Emoun kazi gounezet ganez da veza christen. (29) Ha Paol a lavaraz dezhan : Plijet gant Doue ma vijec’h, n’e ket te hep-ken, mes ive kement hini a zelaou ac’hanoun hirio, kazi henvel, hag henvel parfet ouzin-me,