Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/251

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
242
ACTOU AN EBESTEL, IX.

(33) He gondaonation a zo bet savet divarnezhan en he izelder. Mes piou a hello counta an deveziou euz he vuez ? Rag he vuez a zo bet lammet divar an douar. (34) Neuze an eunuk, o komz, a lavaraz da Philip : Me az ped, divarben piou e lavar ar profet an dra-ze ? Euz anezhan he-unan, pe euz a eun all-benag ? (35) Neuze Philip, o komz outhan, hag o commans dre ar c’homzou-ze euz ar Scritur, a brezegaz dezhan Aviel Jesus.

(36) Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour ; hag an eunuk a lavaraz : Setu aman dour, petra a vir na ven badezet ? (37) Ha Philip a lavaraz dezhan : Mar credez a-greiz da galon, permetet eo d’id. Hag hen o respont, a lavaraz : Credi a ran ez eo Jesus-Christ Mab Doue. (38) Hag e c’hourc’hemenaz arreti ar c’harros ; hag e tiskenjont ho daou en dour, Philip hag an eunuk ; ha Philip a vadezaz anezhan. (39) Mes pa oent deuet er meaz euz an dour, Spered an Aotrou a zavaz Philip ac’hane, hag an eunuk n’hen gwelaz ken, ha mond a reaz en he hent laouen braz ; (40) mes Philip en em gavaz en Azot ; hag en eur dremen, e prezege an aviel en holl geariou, bete ma teuaz da Cezare.


CHABISTR XI.


KOULSKOUDE Saul, ar gourdrouz hag ar vuntrerez o vervi bepred enhan a-enep diskibien an Aotrou, a ieaz da gavoud ar beleg-braz, (2) hag a c’houlennaz diganthan lizerou evit sinagogou Damas, evit gallout, mar kavje tud euz ar greden-ze, goazed pe verc’hed, ho digas stag da Jerusalem. (3) Ha pa oa en hent, ha ma tostae da Zamas, en eun taol, eur sclerijen euz an env a lugernaz en-dro dezhan. (4) Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan : Saul, Saul, perag e persecutez-te ac’hanoun ? (5) Hag hen a respontaz : Piou oud-de, Aotrou ? Hag an Aotrou a lavaraz : Me eo Jesus emoud o persecuti ; kaled e vez d’id stourm ouz ar broudou. (6) Neuze, spountet-holl hag en eur grena, e lavaraz : Aotrou, petra a fell d’id a rafen ? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Hogen, an dud a oa o vond assambles ganthan a choumaz en ho za mut gant ar souez, o klevet mad ar vouez,