Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/252

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
243
ACTOU AN EBESTEL, IX.

mes hep gwelet den. (8) Ha Saul a zavaz divar an douar, hag o veza digoret he zaou-lagad, ne vele den ; int a renaz eta anezhan dre he zorn, hag a gassaz anezhan da Zamas. (9) Hag e oe tri devez hep gwelet, hag hep debri nag eva.

(10) Hogen bez’ e oa en Damas eun diskibl, hanvet Ananias. An Aotrou a lavaraz dezhan en eur vizion : Ananias ! Hag hen a respontaz : Setu me aman, Aotrou. (11) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Sav, ha kea er ru a hanver ar ru Eün, ha goulen en ti Judas eun den hanvet Saul, euz a Dars ; rag setu ema o pedi. (12) Gwelet hen deuz en eur vizion eun den hanvet Ananias oc’h antren, hag hen deuz astennet he zaouam varnezhan, evit ma kavo ar gwelet. (13) Mes Ananias a respontaz : Aotrou, klevet em euz gant meur a hini divarben an den-ze, pegement a zroug hen deuz great d’az Sent en Jerusalem. (14) Ha bez’ hen deuz aman ar galloud, euz a-berz prinsed ar veleien, da eren ar re holl a c’halv da hano. (15) Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Kea ; rag an den-ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel ; (16) ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.

(17) Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret : Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered-Santel. (18) Ha kerkent e kwezaz euz he zaou-lagad evel skant, ha rag-tal, e kavaz ar gwelet ; ha neuze e savaz, hag e oe badezet.

(19) Hag o veza kemeret boued, e teuaz nerz dezban. Ha Saul a choumaz eun neubeud deiziou gant an diskibien pere a oa en Damas. (20) Ha rag-tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue. (21) Hag ar re holl a gleve anezhan a oa souezet hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo a bersecute en Jerusalem ar re a c’halve an hano-ze, hag a oa deuet aman evit ho c’has chadennet da brinsed ar veleien ? (22) Hogen Saul a grenvae muioc’h-mui, hag a drec’he ar Judevien a oa o choum en Damas, o prouvi e oa Jesus ar C’hrist.

(23) Eun neubeud amzer goude, ar Judevien en em guzuliaz assambles evit lakaad Saul d’ar maro. (24) Mes ho c’hom-