hen a bede hag a lavare : Aotrou Jesus, receo va spered. (60) Hag o veza en em lakeat var he zaoulin, e criaz gant eur vouez krenv : Aotrou, na laka ket ar pec’hed-man varnezhe. Ha pa hen doe lavaret kement-se, e choumaz kousket.
OGEN, Saul hen doa consantet d’he varo. Hag an deiz-ze e c’hoarvezaz eur bersecution vraz a-enep Iliz Jerusalem ; hag e oent holl disperset, nemed an ebestel, dre vroiou ar Jude hag ar Samari.
(2) Ha tud a zoujans Doue a sebeliaz Stefan, hag a reaz eur c’haon braz dezhan. (3) Ha Saul a wall-gasse an Iliz, oc’h antren en tiez ; hag o treina dre fors ar oazed hag ar gragez, e stlape anezhe er prizon.
(4) Ar re a oa bet disperset, a iea eta euz an eil plas d’egile, an eur annons ar c’helou mad euz ar Ger.
(5) Hogen, Philip o veza diskennet en eur gear euz ar Samari, a brezegaz eno ar C’hrist.
(6) Hag ar bobl, holl a-unan, a rea evez ouz an traou a lavare Philip, o klevet, hag o velet ar burzudou a rea. (7) Rag ar sperejou ïmpur a ïea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe ; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet. (8) Kement-man a lakeaz eur joa vraz er gear-ze. (9) Hogen, beza e oa diagent, er gear-ze, eun den hanvet Simon, oc’h ober sorserach, hag a douelle ar bobl euz a Samari, o klask tremen evit eur personach braz.
(10) An holl a oa douget dezhan, braz ha bihan ; hag e lavarent : He-man eo ar galloud braz a Zoue. (11) Hag e oent troet en tu ganthan, dre m’hen doa abaoe pell amzer estonet anezhe gant he zorserez. (12) Mes, pa ho doe credet da Philip, pehini a brezege ar c’helou mad euz ar pez a zell rouantelez Doue hag hano Jesus-Christ, e oent badezet, goazed ha merc’hed. (13) Ha Simon he-unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip ; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.
(14) Koulskoude, an ebestel a oa en Jerusalem, o veza klevet hen doa recevet ar Samari ger Doue, a gassaz di Per ha Ian, (15) pere, o veza deuet, a bedaz evithe, evit ma recevjent ar Spered-Santel. (16) Rag