Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/248

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
239
ACTOU AN EBESTEL, VII.

nezhe, hag ho lezaz da zervicha arme an env, evel ma’z eo scrivet e levr ar brofeted : O ti Israel, ha d’in-me eo hoc’h euz offret loened lazet ha sacrifisou e-pad daou-ugent vloaz en dezert ? (43) Douget hoc’h euz tanten Moloch, ha stereden ho toue Remphan, poltrejou hag hoc’h euz great evit ho adori ; evit se e kassin ac’hanoc’h en tu all da Vabylon. (44) Tanten an desteni a zo bet gant hon tadou en dezert, evel m’hen doa gourc’hemenet an hini hen doa lavaret da Voises hen ober hervez ar model hen doa gwelet. (45) Hag hon tadou, o veza he recevet, a zougaz anezhan, renet gant Josue, er vro a oa d’an nationou a oe chasseet gant Doue dirag hon tadou, bete deiziou David, (46) pehini a gavaz gras dirag Doue, hag a c’houlennaz diganthan ma c’helje sevel eun ti da Zoue Jacob. (47) Mes Salomon eo a zavaz eun templ dezhan. (48) Koulskoude an Doue Holl-C’halloudec na choum ket en templou great gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profet : (49) An env eo va zron, hag an douar scabel va zreid. Pe seurt ti a zavfot d’in-me, eme an Aotrou, hag en pe leac’h e vezo ar plas ma reposin ? (50) Daoust ha n’eo ket va dorn hen deuz great an holl draou-ze ? (51) Tud a c’houzoug reut, dicirconcis a galon hag a ziou-skouarn, stourm a rit bepred ouz ar Spered-Santel ; henvel oc’h ive ouz ho tadou. (52) Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou ? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just-se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien ; (53) c’houi pere hoc’h euz recevet al lezen dre zaouarn an elez, ha n’hoc’h euz ket miret anezhi....

(54) O klevet ar c’homzou-ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan. (55) Mes he-man, leun euz ar Spered-Santel, hag o sellet stard var-zu an env, a velaz gloar Doue, ha Jesus en he za en tu deo da Zoue ; (56) hag e lavaraz : Setu, e velan an envou digor, ha Mab an den en he za en tu deo da Zoue. (57) Neuze a crijont a-bouez pen, hag e stouvjont ho diou-skouarn, hag en em daoljont holl assambles varnezhan ; (58) hag o skleja anezhan er meaz a gear, hen lazjont a daoliou mein. Hag an testou a lekeaz ho dillad e c’harz treid eun den yaouank hanvet Saul. (59) Hag e-pad ma oant o veina Stefan,