Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/233

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
224
ACTOU AN EBESTEL, I.


(24) He-man eo an diskibl-ze pebini a ro testeni divarben an traou-man, hag hen deuz ho scrivet ; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.

(25) Bez’ ez euz c’hoas kalz a draou all great gant Jesus, ha ma vije scrivet pep hini anezhe, ne gav ket d’in e vije plas awalc’h er bed holl zo-ken d’al levriou a halfe an den da scriva divarben an traou-ze. Amen.

————


ACTOU AN EBESTEL ZANTEL.


————
CHABISTR I.


VA levr kenta em euz great, o Theophil, var gement hen deuz great Jesus ha desket deomp adaleg ar pen-kenta, (2) beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered-Santel, d’he ebestel hen doa choazet ; (3) da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement-se, oc’h apparissa dezhe e-pad daou-ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue. (4) Hag o veza dastumet anezhe, e c’hourc’hemenaz dezhe na bellajent ket euz a Jerusalem, mes ma c’hortojent eno promessa an Tad pehini, eme-z’han, hoc’h euz klevet ganen-me. (5) Rag Ian evit-gwir hen deuz badezet en dour, mes a-ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered-Santel.

(6) Int eta, o veza holl assambles, a c’houlenne diganthan : Aotrou, hag en amzer-man eo ec’h adsavi rouantelez Israel ? (7) Mes hen a lavaraz dezhe : N’e ket deoc’h-hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he-unan. (8) Mes c’houi a recevo galloud ar Spered-Santel, pehini a zeuio varnoc’h ; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar. (9) Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou-ze, e oe savet d’an neac’h e-pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou-lagad. (10) Hag evel ma sellent piz varzu an env