Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/232

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
223
SANT IAN, XXI.

diskibien na grede goulen diganthan : Piou oud-de ? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. (13) Jesus eta a dostaaz, hag a gemeraz bara, hag e roaz dezhe, ha pesked ive.

(14) Hou-man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a-douez ar re varo.

(15) Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun muioc’h eged ar re-man ? Per a respontaz : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va oaned. (16) Lavaret a reaz dezhan eun eil gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan : Messaa va denved. (17) Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech : Simon, mab Jona, ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech : Ha karoud a rez-te ac’hanoun ? Hag e lavaraz dezhan : Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved. (18) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id : Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da-unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id ; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond. (19) Hogen, hen a lavaraz an dra-ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue.

Ha goude beza komzet evel-se, e lavaraz dezhan : Heuil ac’hanoun. (20) Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e-pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan : Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud ? (21) Per eta, o veza gwelet anezhan, a lavaraz da Jesus : Aotrou, hag he-man, petra c’hoarvezo ganthan ? (22) Jesus a lavaraz dezhan : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra-ze d’id ? Evidoud-te, heuil ac’hanoun. (23) Ar brud a redaz eta e-touez ar breudeur, penaos an diskibl-ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan : Na varvo ket ; mes : Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id ?