GWIRIONEZ, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour. (2) Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved. (3) Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez ; gervel a ra he zenved he-unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz. (4) Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he-unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez. (5) Mes na heullint ket eun estranjour ; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.
(6) Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen-ze ; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.
(7) Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me eo dor an denved. (8) Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet. (9) Me eo an nor ; mar deu unan-benag da antren dreizoun-me, e vezo salvet ; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri. (10) Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja ; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e-kreiz an abondans. (11) Me eo ar mesaer mad ; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved. (12) Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit ; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl. (13) Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved. (14) Me eo ar mesaer mad ; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe, (15) evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad ; hag e roan va buez evit va denved. (16) Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden-man ; red eo d’in ho c’herc’hat ive ; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep-ken. (17) Setu perag e kar va Zad ac’hanoun ; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a-nevez. (18) Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va-unan ; ar galloud em euz d’he