vam : En oad ema, goulennit diganthan.
(24) Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan : Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den-ze a zo eur pec’her. (25) Hen a respontaz : Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her ; gouzoud a ran eun dra ; penaos e oann dall, hag e velan breman. (26) Lavaret a rejont c’hoas : Petra hen deuz-hen great d’id ? Penaos hen deuz-hen digoret da zaoulagad d’id ? (27) Hen a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h dija, ha n’hoc’h euz-hu ket selaouet ? Perag e fell deoc’h klevet a-nevez ? Ha c’hoant hoc’h euz-hu ive da zond da veza diskibien dezhan ?
(28) Neuze e troug-komzjont diouthan, hag e leverjont : Te eo a zo diskibl dezhan, evidomp-ni a zo diskibien Moises. (29) Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises ; mes, evit he-man, na ouzomp ket a be leac’h eo. (30) An den a respontaz : Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo ; hag hen hen deuz digoret d’in va daoulagad ! (31) Hogen, gouzoud a reomp penaos Doue na zelaou ket an dud fall ; mes mar deu unan-benag da henori Doue, ha da ober he volontez, Doue a zelaou anezhan. (32) Biskoas n’eo bet klevet hen defe den digoret he zaou-lagad da eun den ganet dall. (33) Ma na vije ket hennes a-beurz Doue, na hellje ober netra. (34) Respont a rejont dezhan : Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen ! Hag e taoljont anezhan er meaz.
(35) Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan : Ha credi a rez-te en Mab Doue ? (36) Hen a respontaz : Piou eo-hen, Aotrou, evit ma credin enhan ? (37) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Gwelet ec’h euz anezhan, hag hen eo a zo o komz ouzid. (38) Neuze e lavaraz : Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.
(39) Ha Jesus a lavaraz : Deuet oun er bed-man evit eur varnedigez ; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall. (40) Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement-se hag a lavaraz dezhan : Ha ni, ha dall omp-ni ive ? (41) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed ; mes c’houi a lavar breman : Ni a vel ; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.