Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/154

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
145
SANT LUCAS, XIV.

Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz kalz a dud ; ha pa oa poent koan, (17) e kassaz he zervicher da lavaret d’ar re a oa pedet : Deuit, rag prest eo pep tra. (18) Neuze en em lekejont holl a-unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan : Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet ; da bedi a ran d’am escuzi. (19) Hag eun all a lavaraz : Me em euz prenet pemp coublad eujened, hag ez an d’ho amprouvi ; da bedi a ran d’am escuzi. (20) Hag eun all a lavaraz : Me a zo nevez dimezet, hag evel-se ne hellan ket mond. (21) Hag ar servicher, o veza distro, a ziscleriaz kement-se d’he vestr. Neuze ar pen-tiegez, droug enhan, a lavaraz d’he zervicher : Kea buhan ac’halese var ar plasennou ha dre ruiou kear, ha digas aman ar beorien, an dud afflijet, ar re gam, hag ar re dall. (22) Goude-ze ar servicher a lavaraz dezhan : Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas. (23) Hag an Aotrou a lavaraz d’ar servicher : Kea dre an hentchou, hag a-hed ar girzier, ha gra d’ar re a vezo eno antren, evit ma vezo tud leiz an ti. (24) Rag me hen lavar deoc’h, hini euz an dud a oa bet pedet na danvai euz va c’hoan.

(25) O veza ma oa eur bobl vraz o vond ganthan, e tistroaz hag e lavaraz dezhe : (26) Mar teu unan-benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zoken he vuez he-unan, na hell ket beza diskibl d’in. (27) Ha piou-benag na zoug ket he groaz, ha na heul ket ac’hanoun na hell ket beza diskibl d’in. (28) Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur-ober anezhan ? (29) Gant aoun, goude m’hen devezo poset ar fondamant, ha n’hen devezo ket gallet echui, na deufe ar re holl a velo kement-se, da ober goab anezhan, (30) ha da lavaret : An den-ze hen deuz commanset da vatissa, ha n’hen deuz ket gallet peur-achui. (31) Pe c’hoas, pehini eo ar roue a ia da ober brezel ouz eur roue all, ha n’ec’h a ket da azeza da genta, ha ne gemer ket cuzul evit gouzoud hag hen a hallo mond gant deg mil den, a-enep an hini a zeu var-n’ezhan gant ugent mil. (32) Anez kement-se, e-keit ma ema c’hoas pell egile, e kas d’hen kavout kannaded, evit goulen