Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/153

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
144
SANT LUCAS, XIV.

var deoc’h en gwirionez, n’em gwelfoc’h mui a-viziken, ken a lavarfoc’h : Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou.


CHABISTR XIV.


J ESUS o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e-touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.

(2) Hogen, beza e oa diraz’han eun den hydropic. (3) Ha Jesus, o commans da gomz, a lavaraz d’an doctored euz al lezen ha d’ar Farizianed : Ha permetet eo iac’haad eun den da zeiz ar sabbat ? (4) Hag ar re-man na respontjont ger e-bed. Neuze, o kemeret an den klanv, e iac’heaz anezhan hag hen kassaz kuit. (5) Neuze e lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h, mar teufe he azen pe he eujen da gweza en eur punz, n’hen tennfe ket kerkent ac’hane devez ar sabbat ? (6) Ha ne helljont ket respont dezhan var gement-se.

(7) Lavaret a reaz ive eur barabolen d’ar re a oa pedet, o velet anezhe o choaz ar plasou kenta ; (8) hag e lavaraz dezhe : Pa vezi pedet gant unan-benag da eun eured, diwall da gemer ar plas kenta, gant aoun n’en em gavfe en touez an dud pedet unan-benag muioc’h a galite eged’oud ; (9) ha na deufe an hini hen deuz pedet ac’hanoc’h ho taou, da lavaret d’id : Ro plas da he-man ; ha na pefe neuze ar vêz da veza lakeat er plas diveza. (10) Mes, pa vezi pedet, kea da azeza er plas diveza, ha pa zeui an hini hen deuz da bedet, e lavaro d’id : Va mignon, sav huelloc’h. Neuze kement-se a rai henor d’id dirag ar re a vezo ouz taol ganez. (11) Rag piou-benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou-benag en em izella, a vezo huelleet.

(12) Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet : Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement-all. (13) Mes, pa ri eur fest, ped ar beoren, ar re vac’haniet, ar re gam hag ar re dall ; (14) hag e vezi eürus dre n’ho deuz netra da renta d’id ; rag rentet e vezo d’id e resurrection ar re just.

(15) Unan euz ar re a oa ouz taol ganthan, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Eürus an hini a zebro bara en rouantelez Doue !

(16) Jesus a lavaraz dezhan :