Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/15

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
6
SANT VAZE, V.

prizon, en em dennaz en Galile. (13) Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali ; (14) hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : (15) Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar mor, en tu-all d’ar Jourdan, Galile ar Jentiled ! (16) Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz ; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar maro.

(17) Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret : En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.

(18) Ha Jesus, en eur vale a-hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor ; rag pesketerien e oant. (19) Hag e lavaraz dezhe : Deut var va learc’h, ha me a raio ac’hanoc’h pesketerien tud. (20) Hag int rag-tal, o lezel ho rouejou, a heuliaz anezhan. (21) Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe. (22) Hag int rag-tal o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan.

(2) Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e-touez ar bobl. (2) Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri ; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall-boan, hag ar re dalc’het gant an drouk-spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic ; hag hen a iac’hae anezhe. (25) Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu-all d’ar Jourdan.


CHABISTR V.


HOGEN, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez ; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. (2) Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret :

(3) Eürus ar re baour er spered rag rouantelez an envou a zo dezhe. (4) Eürus ar re a zo er glac’har ; rag consolet e vezint. (5) Eürus ar re douç ; rag int a herito deuz an douar. (6) Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis ;