Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/14

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
5
SANT VAZE, IV.

pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.

(13) Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d^ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan. (14) Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare : Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout ! (15) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan : Na stourm ket ouzin evit breman ; rag evel-se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.

(18) Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag-tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan. (17) Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz : He-man eo va mab muia-karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


CHABISTR IV.


NEUZE Jesus a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert evit beza tentet gant an diaoul. (2) Ha goude m’hen doe iunet daou-ugent devez ha daou-ugent nosvez, hen doe naoun. (3) Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz : Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein-ze da veza bara. (4) Mes Jesus o respont a lavaraz : Scrivet eo : N’eo ket gant bara hep-ken e vevo an den, mes gant pep ger a zeu euz a c’henou Doue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz er gear zantel, hag a lekeaz anezhan var lein an templ ; hag a lavaraz dezhan : (6) Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon ; rag scrivet eo : Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean-benag. (7) Jesus a lavaraz dezhan : Scrivet eo ive : Na denti ket an Aotrou da Zoue. (8) An diaoul a gassaz anezhan c’hoas var eur menez huel meurbed, hag a ziskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed hag ar gloar anezhe ; hag e lavaraz dezhan : (9) An holl draou-ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori. (10) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Tec’h kuit, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi. (11) Neuze an diaoul a lezaz anezhan ; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.

(12) Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er