Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/136

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
127
SANT LUCAS, VIII.

en da genver. Mond a reaz kuit eta, en eur embann dre ar gear holl kement hen doa great Jesus en he genver.

(40) Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer ; rag an holl a oa en gortoz anezhan.

(41) Ha setu ma teuaz eun den hanvet Jaïrus, pehini a oa chef euz ar sinagog, hag oc’h en em deurel da dreid Jesus, e pedaz anezhan da zond d’he di ; (42) rag beza hen doa eur verc’h pen-heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel.

Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl. (43) Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e-bed, (44) a dostaaz outban a-dreg he gein, a douchaz ar bord euz he zae ; ha kerkent ec’h ehanaz he dioada. (45) Ha Jesus a lavaraz : Piou hen deuz touchet ouzin ? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz : Mestr, ar bobl a zo en-dro d’id hag a wask ac’hanoud ; hag e leverez : Piou hen deuz touchet ouzin ? (46) Mes Jesus a lavaraz : Unan-benag hen deuz touchet ouzin ; rag anavezet em euz ez euz eat eur vertuz e meaz ac’hanoun. (47) Ar vreg-se, o velet ne oa ket bet kuzet kement-man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h eh em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h-tu. (48) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; kea en peoc’h.

(49) E-pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ken da skuiza ar Mestr. (50) Mes Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz da Jaïrus : N’az pe ket a aoun ; n’ec’h euz nemed credi, ha da verc’h a vezo iac’heet. (51) Ha pa oe deuet en ti, na lezaz den da antren nemed Per, Jakes ha Ian, ha tad ha mam ar plac’h yaouank. (52) Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi ; mes Jesus a lavaraz : Na welit ket ; n’ed eo ket maro, mes kousket hepken. (53) Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro. (54) Mes, goude m’hen doa kasset anezhe holl er meaz, e crogaz en he dorn, hag e lavaraz a vouez huel : Bugel, sav alese. (55) Hag he ene a zeuaz a-nevez enhi ; sevel a