Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/135

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
126
SANT LUCAS, VIII.

d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan ?

(26) Neuze e teujont var bord bro ar Gadarened, pehini a zo dirag ar Galile. (27) Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear-ze, hag a oa possedet abaoe peli amzer gant drouk-sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou. (28) Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel : Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl-C’halloudec ’ Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun. (29) Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den-ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer ; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk-spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert. (30) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Heman a respontaz : Lejion ; rag kalz a zrouk-sperejou a oa antreet enhan. (31) Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim. (32) Hogen, bez’ e oa eno eur vanden vraz a voc’h o peuri var ar menez ; hag e pedent anezhan d’ho lezel da antren er moc’h-se, ha Jesus hen permetaz dezhe. (33) An drouk-sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den-ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huel-ze er mor, hag e oent beuzet. (34) Hag ar re a oa ouz ho diwall, pa veljont ar pez a oa c’hoarvezet, a redaz kuit hag a gontaz kement-se en kear ha var ar meaz. (35) Neuze an dud a zeuaz er meaz evit gwelet petra a oa c’hoarvezet ; hag o veza deuet da gavout Jesus, e kavjont an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, azezet e c’harz treid Jesus, gwisket hag en he skiant-vad ; hag e oent leun a spount. (36) Hag ar re ho doa gwelet kement-se a gontaz dezhe penaos e oa bet delivret an den possedet.

(37) Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro ; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.

(38) Hag an den euz a behini e oa eat kuit an drouk-sperejou, hen pede da lezel anezhan da choum ganthan ; mes Jesus a gassaz anezhan kuit, en eur lavaret : (39) Distro d’ar gear, ha lavar d’an holl ar burzudou hen deuz great Doue