ger-ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet ; (13) ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer ; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit ; (14) hag ar pez a zo kwezet e-touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger ; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez-man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare ; (15) mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.
(16) Den e-bed, goude beza alumet eur c’houlaouen, na c’holo anezhi gant eur bessel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele ; mes hel lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hello ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (17) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, na netra goloet ha na dle beza dizoloet, ha dond da veza anat. (18) Rag-se likit evez penaos e selaouit ; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.
(19) Neuze he vam hag he vreudeur a zeuaz d’he gavout ; mes na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar bobl. (20) Hag e teujont da lavaret dezhan : Da vam ha da vreudeur a zo aze er meaz, hag ho deuz c’hoant da velet ac’hanoud. (21) Mes hen a respontaz : Ar re a zelaou ger Doue, hag hen laka en pratic, ar re-ze eo va mam ha va breudeur.
(22) Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont. (23) Hag e-pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket ; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz. (24) Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re-man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz. (25) Neuze e lavaraz dezhe : Pe leac’h ema ho feiz ? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile : Piou eta eo heman, pa gommand memeus