Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/125

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
116
SANT LUCAS, V.

euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (13) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret : Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag-tal, al lorgnez a guitaaz anezhan. (14) Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement-se da zen e-bed ; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement-se da desteni dezhe.

(15) Hag ar vrud anezhan a rede mui-oc’h-mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou. (16) Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.

(17) Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv. (18) Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan. (19) Hag, evel ne ouient dre be leac’h mond ebarz, abalamour d’ar bobl, e pignjont var c’horre an ti, hag e tiskenjont anezhan dre an teol gant he vele, e-kreiz an dud, dirag Jesus, (20) pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan : O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (22) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret : Piou eo he-man pehini a lavar blasphemou ? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep-ken ? (22) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz : Petra a rezonit-hu en ho calonou ? (23) Pehini eo an ezeta, pe lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav alese ha kerz ? (24) Hogen, evit ma ouezot penaos Mab an den hen deuz ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan d’ar paralitic, me hen lavar d’id, doug da vele, ha kea d’ar gear. (25) Hag e savaz ragtal dirazhe ; hag o tougen ar gwele var behini e oa gourvezet, ez eaz d’he di, en eur veuli Doue. (26) Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue ; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent : Traou