Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/126

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
117
SANT LUCAS, VI.

burzudus hon euz gwelet hirio.

(27) Goude-ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou ; hag e lavaraz dezhan : Deuz d’am heuil. (28) Hag hen, o kuitaad pep tra, a zavaz hag a heulliaz anezhan.

(29) Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe. (30) Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien : Perag e tebrit-hu hag ec’h evit-hu gant publicaned ha tud a vuez fall ? (31) Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz : N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin ; mes ar re glanv eo. (32) N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

(33) Neuze e leverjont dezhan : Perag e iun alies diskibien Ian hag e reont pedennou evel diskibien ar Farizianed, e-leac’h da re-te a zebr hag a ev ? (34) Hag hen a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a hell lakaad mignoned ar pried da iun, e-pad ma ema ar pried ganthe ? (35) Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe ; a-neuze e iunint en deiziou-ze.

(36) Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe : Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz ; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz. (37) Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz ; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet. (38) Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez ; hag evel-se e virer an eil hag egile.

(39) Ha den goude eva gwin koz, na c’houlen rag-tal an hini nevez ; rag, emezhan, ar gwin koz a zo gwelloc’h.


CHABISTR VI.


C’HOARVEZOUD a reaz, deiz ar Sabbat a c’halver an eil-kenta, ma tremene Jesus dre an ed, hag he ziskibien a denne tamoezennou, ha goude ho frika en ho daouarn, e tebrent anezhe. (2) Hag hinienou euz ar Farizianed a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu ar pez n’eo ket permetet da ober en deiziou ar sabbat ? (3) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet