Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/115

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
106
SANT LUCAS, I.

e-bed ? (35) Hag an eal a respontaz dezhi : Ar Spered-Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl-C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud ; dre-ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue. (36) Ha setu aze Elizabet, da geninterv, he deuz ive concevet eur mab en he c’hozni ; hag he-man eo ar c’houec’hved miz d’an hini a oa galvet difrouez. (37) Rag n’euz netra impossubl da Zoue. (38) Ha Mari a lavaraz : Setu aman servicheres an Aotrou ; ra vezo great d’in hervez da lavar. Hag an eal a ieaz kuit diouthi.

(39) Neuze Mari a zavaz, hag a ieaz buhan da vro ar meneziou, en eur gear euz a Juda. (40) Hag o veza antreet en ti Zakarias, e saludaz Elizabet. (41) Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered-Santel. (42) Hag o sevel he mouez, e criaz : Te a zo benniget e-touez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov. (43) Hag a be-leac’h e teu kement-man d’in, ma teu mam va Aotrou d’am bizita ? (44) Rag kerkent ha ma c’hantreaz mouez da zalud em diou-skouarn, ar bugel biban hen deuz tridet gant ar joa em c’hov. (45) Hag eürus an hini he deuz credet ; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a-berz an Aotrou.

(46) Neuze Mari a lavaraz : Va ene a veul an Aotrou, (47) ha va spered a zo rejouisset en Doue, va Zalver ; (48) dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar-vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou. (49) Rag an Holl-C’halloudec hen deuz great traou braz d’in ; he hano a zo santel ; (50) hag he drugarez en em astenn euz an eil generation d’eben var ar re a zouj anezhan. (51) Diskouezet hen deuz an nerz euz he vrec’h ; disperset hen deuz ar sonjezonou euz a galon ar re ourgouillus ; (52) diskaret hen deuz ar re c’halloudec divar ho zron, hag hen deuz savet ar re dister ; (53) ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo. (54) Sicouret hen deuz Israel he zervicher, (55) o kaout memor, hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, euz he drugarez e-kenver Abraham hag he lignez da viken.

(56) Ha Mari a choumaz ganthi var-dro tri miz ; hag a zistroaz neuze d’he zi.

(57) Hogen, termen Elizabet o veza erruet, e c’hanaz eur