Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/114

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
105
SANT LUCAS, I.

tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.

(18) Ha Zakarias a lavaraz d’an eal : Euz a betra ec’h anavezin-me kement-se ? Rag koz oun, ha va greg a zo avanset en oad ? (19) Hag an eal a respontaz dezhan : Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue ; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad-man. (20) Ha setu, te a ia da veza mud, ha na helli ket komz beteg an deiz ma c’hoarvezo kement-se, abalamour n’ec’h euz ket credet d’am c’homzou, pere a vezo accomplisset en ho amzer.

(22) E-pad an amzer-ze, ar bobl a oa o c’hortoz Zakarias, a oa souezet, o velet ma talee ker pell en templ. (22) Ha pa zeuaz er meaz, na helle ket komz outhe, hag ec’h anavezjont penaos hen doa bet eur vision en templ, rag rei a rea kement-se da anaoud dezhe dre zin ; hag e choumaz mud.

(23) Ha pa oe echuet deiziou he garg, e tistroaz d’he di. (24) Eun neubeud deiziou goude, Elizabet he vreg a goncevaz ; en em guzad a reaz e-pad pemp miz, hag e lavare : (25) Evel-se eo hen deuz great an Aotrou em c’henver, en dervez ma hen deuz taolet he zaou-lagad varnoun, evit lemmel an dismegans a oa varnoun dirag an dud.

(26) Hogen, er c’houec’hved miz, an eal Gabriel a oe kasset gant Doue en eur gear euz a C’halile, hanvet Nazaret, (27) da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David ; hag ar verc’hez-ze a oa hanvet Mari. (28) Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo-hi, a lavaraz dezhi : Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras ; an Aotrou a zo ganez ; benniget oud e-touez ar gragez. (29) Hag hi, pa velaz an eal, a oe troublet gant he gomzou, hag e sonje enhi he-unan petra sinifie eur salud evel hennes. (30) Hag an eal a lavaraz dezhi : N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue. (31) Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS. (32) Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl-C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad. (33) Ren a rai da viken var di Jacob, hag he rouantelez n’he devezo fin ebed.

(34) Neuze Mari a lavaraz d’an eal : Penaos e c’hoarvezo kement-se, pa na anavezan goaz