Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/111

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
102
SANT MARC, XVI.

penaos e oa tremenet en eur grial evel-se, a lavaraz : An den-man en gwirionez a oa Mab Doue.

(40) Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a-ziabell, e-touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome, (41) pere hen heullie hag hen serviche pa edo en Galile, ha kalz a re all pere a oa pignet ganthan da Jerusalem.

(42) Evel ma oa dija divezad, ha ma oa deiz ar breparation, da lavaret eo, an deiz di-araog ar sabbat, (43) Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (44) Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija ; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro. (45) Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef. (46) Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en- dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h ; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.

(47) Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.


CHABISTR XVI.


PA oe tremenet ar sabbat, Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes, ha Salome, a brenaz louzou a c’houez-vad, evit dond da ambaumi anezhan. (2) Hag an deiz kenta euz ar sizun e teujont d’ar bez mintin-mad, goude sao-heol. (3) Hag e lavarent etrezhe : Piou a denno deomp ar mean diouz dor ar bez ? (4) Hag o sellet, e veljont e oa bet lammet kuit ar mean ; hogen, gwall vraz eo a ar mean-ze.

(5) Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn ; hag e oent spountet. (6) Mes hen a lavaraz dezhe : Na vezit ket spountet ; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet ; resussitet eo, n’ema ket aman ; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan. (7) Mes it, ha livirit d’he ziskibien ha da Ber ema o vond araog deoc’h en Galile ; eno e velot anezhan, evel m’hen deuz lavaret deoc’h. (8) Mond a rejont kerkent er meaz euz ar bez, hag e redjont kuit ; rag spouronet-holl e oent hag en eun estlam vraz. Ha na leverjont