Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/110

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
101
SANT MARC, XV.


(21) Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus. (22) Hag e kasjont anezban en eul leac’h hanvet Golgotba, da lavaret eo, leac’h ar Pen-maro. (23) Hag e rojont dezhan da eva gwin mesket gant mirrh ; mes na gemeraz ket anezhan.

(24) Ha goude m’ho doe crucifiet anezhan, e rejont partach var he zillad, hag e tennjont d’ar sort varnezhe, evit gouzoud ar pez hen divije pep hini.

(25) An trede heur e oa pa grucifijont anezhan.

(26) Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel-hen : ROUE AR JUDEVIEN.

(27) Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a-zeo, hag egile a-gleiz dezhan. (28) Evel-se e oe accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Lakeat eo bet e renk an dorfetourien.

(29) Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret : Ac’han-ta ! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a-nevez en tri deiz ; (30) en em zaveta da-unan, ha disken euz ar groaz. (31) Evel-se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe : Saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he-unan. (32) Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk-komze ive outhan.

(33) Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.

(34) Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv : Eloï, Eloï, lamma sabachthani ? Da lavaret eo : Va Doue, va Doue, perag ec’h euz-te va dilezet ? (35) Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan, a lavare : Setu, ema o c’hervel Elias. (36) Hag unan anezhe a redaz, hag a leuniaz eur spoue gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat e pen eur gorzen, e roaz da eva dezhan, en eur lavaret : Lezit ; gwelomp ha dond a rai Elias d’hen lemmel euz ar groaz.

(37) Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered.

(38) Hag ar voal euz an templ a freuzaz en daou, adaleg an neac’h beteg an traon.

(39) Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet