vez m’edo e pedi en iliz venniged-se, e oe estazied, en em gavas, en e spered, evel saved varzu an Ee, ac e velas o tont en iliz Salver ar bed, ac a bep tu deza sant Lorans ha sant Vicent, Rouanez an Ee o heul anezo, ac un niver braz a Verc’hezet iaouanc-flam, un dudi o gvelet ; ac ar Batriarchet, ar Profedet santel, sant Iann er penn araog o ren anezo ; an Ebestel, sant Per ha sant Paol er penn araog ; sant Stefan e penn ar verzerien ; ac ar zent all goude, sant Martin e penn, o renn anezo. Oll e tremensont a-biou da sant Herri, ha mont d’en em diouz renc, da gana, ac e trozont outa, var fin o foz, da rei deza da anaout pegen cared oa er Baradoz, dre ’n abeg ma oa mad ha guirion ouz e bobl ; ac Verc’hez a gassas unan eus an Elez da bocat deza,
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/57
Neuz