Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

gant Mam Jesus ac e fried, en aviz caout muioc’h a joa o velet anezo er baradoz, goude beza bet, ur mare bennac, evelic outo var an douar. Darn all o deuz beved eveldo, er briedelez, epad o buez penn-da-benn. — Ar brinsez euruz Franceza, eus ar vro-ma, a zo unan anezo, ha sant Eduard e Bro-Saoz, sant Julian ha santez Basilis, ac eleiz all. Sant Herri a zo ive unan anezo. Ar c’hoant en doa da ober calz a joa d’ar Verc’hez a reas deza beva gant santez Cunegonda evel ma vevas Mari ha Josef. Kement e care Mam Jesus, ma oa e joa pedi dirag e aoteriou. Pa z-ee da Rom, e veze mal ganta mont da Iliz an Itron-Varia-an-Erc’h, ar vrassa eus an tregont iliz, pe var dro, a zo e Rom en enor d’ar Verc’hez ; ac eno ne scuize o pedi, ne vouie peur e teue an noz varneza. Un nos-