Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

biou deza, pa veze dirag an tabernacl. Ur veich e rancas choum pell en Iliz, d’a c’hortoz ur grevidi. An ini a oa bet caos deza da rancout gortoz, a lavaras deza : Inoued e tleit beza bet oz va gortoz : pegeit ôc’h bet en Iliz o c’hedal ac’hanon ? — N’oun ket bet inoued, eme ar zoudard : abaoe ma oun distroed mad d’am deveriou e kever Doue, ne gontan mui, pa veza gantan, ne gontan mui na pet na pegeit. Goulennomp digant Mater admirabilis, ar gaerra Mam, din a veuleudi dreist ann oll, goulennomp ma vezimp ive devod en Iliz, ha ma vezo, var al labour, on spered e Doue, e doare ar Verc’hez en templ.


————