Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —


Lestr sacr ac a scuill er galon
Carantez a devosion,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma zaïmp d’ar Baradoz.

Rozen er Baradoz cuzed,
Tour David, gant olifant grêt,
Arc’h allians, ur palez aour,
Dor an Nê d’ar bec’herien baour.

Verlaouen, stereden an deiz,
Pareans ar glanvourien geiz,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

C’hui eo a deu da gonsoli
Ar re a zo er velconi,
C’hui zo refuch ar bec’herien,
C’hui eo sicour ar gristenien.

Rouanez ouc’h d’an oll Eled,
Rouanez ar Batriarchet,
Pedit ovidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.