Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —


Mam chast, a neat a bep pec’het,
Mam bepred dibec’h-caër choumed,
Mam oll-din euz or c’harantez,
Ur vam leun a bep caërentez.

Mam d’an ini zo or C’hrouer,
Mam d’an ini zo or Zalver,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Gverc’hez oll fur a din meurbet,
Gverc’hez zo da veza meuled :
Gverc’hez a zo ken gallouduz,
Gverc’hez fidel, trugarezuz.

Mellezour a vir zantelez,
Leac’h choazed gant ar gvir furnez.
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp dar Baradoz.

C’hui eo a ra or joauzdet,
Ennoc’h ema mad ar spered,
Ennoc’h ema e vir denzor
’Vel en un lestr din a enor.