Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

d-euz na galloud na bolontez da zavetei ac’hanoc’h ebdoc’h. Mar emaôc’h e renc ar re e gras Doue, ôc’h euruz ; mez evit beza atao euruz, dalc’hit mad da garet Doue. Lacait Mari da c’henel ive en ho calon ; eno eo e c’houlenn loj diganeoc’h, er c’havel-se eo a fell dezi beza lakeat ganeoc’h. Ho calon d’in, emezi, digorit d’in ho calon. Eleac’h digori ho calon da Vari, diouallit da betra e digorfec’h ?


II


Ar Verc’hez o c’henel a lacja ar joa betec er Baradoz, eleac’h m’ema an oll joaiou. O ! pebez euruzdet, gallout lacaat muioc’h c’hoas a joa en Ee ! Creski joa an Dreindet ! Creski joa ac eurusdet an Aotrou Doue ! Mari e d-euz bet an eurusdet-se, o tont var an douar. Mar c’hoantaït