Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

great var an douar d’an daou zen kenta.


MEDITA


Ar joa a zigassa ar Verc’hez ganti


I


Ar Verc’hez o c’henel, a zo ar verelaouen, steredenn an deiz o sevel, da verca edo eol ar Baradoz o vont da zevel, da zigass ar joa var an douar. Tad ha mam ar Verc’hez a zo er joa, rac pa eo ganed Mari, eo ganed an ini a rai enor Jerusalem, joa an oll : joa d’an dud santel, rac ur Rouanez ac ur Vam a zo ganed dezo ; joa d’ar bec’heurien baour, rac un Anterourez ac un Alvocadez etre Doue ac ii, a zo ganed. Mes c’hui, e pe du emaouc’h. Ac e veec’h e renc ar bec’heurien, bezit er joa : un Alvocadez a zo ganed deoc’h. Diouallit evelato na veec’h re zievez : Mari n’e