Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

euz bolontez da ober d’in-me : me em euz bet va zacramanchou diveza, ha n’em euz ezom eus netra mui var an douar. — Cassit divar ho spered ar zonjou trist-se ; arabat disesperi. — Ac Eulalii, en eur ober ur muzc’hoarzic dudiuz : — Arabat sonjal e vên o tisesperi, emezi : esperout eo a raan, ha mont gant an Aotrou Doue neket un dra drist. — N’oc’h euz ket a boan ? a c’houlennas an amezeg. — Eo, poan em euz, mes joa em euz ive, ac an Aotrou Doue, pa c’halv ac’hanon da vont ganta, en devezo truez ouz va mam. — Ac o trei ouz ar c’hreg, e lavaras dezi : Ha neket ’ta, eme Eulalii, ho pried a vezo unan eus ar re a zoulazo va mam, evit Doue ? — Ia, eme ar c’hreg vad, ha c’hui a bedo evita. — Ac e rin, eme Eulalii, ha Doue em zilaouo. — An amezeg--