Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/220

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

chou all da velet ur c’hreg vad a oa en e amezegez. Ar c’hreg vad-se n’en em gave ket er gear, e beach edo, pa glanvas Eulalii. M’en em gavas ar verc’h keaz eb sicour ; ac e c’haller credi, an dienez a ziverras e buez. Pa zistroas ar c’hreg vad eus e beach, ez eas, e fried ac i, da velet Eulalii, ac caout anezi netra var e zro nemet dienez ; ha liou ar maro varni. Un ear vrao a verc’h oa a viscoas, ac evelato e cavsont an earedigez anezi, en doare m’edo var e gvele, evel bravoc’h c’hoaz. O ! ac ez eo caer da velet, var e maro, ur verc’h devod da Vari ! — An amezeg, pa velas Eulalii : — A ! mar em bise gouezed kentoc’h oac’h clanv, emeza ! Mes, d’oc’h oad e teuer eus a bell, ha ni a viro na vanco netra deoc’h. — Bennoz Doue deoc’h, emezi ; grit d’am mam ar vad oc’h