Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —



MIDITA


Var ar mister-ze


I


Mari, mam da Zoue ! Avoalc’h eo ar gomz verr-se, pa vezo sonjed mad, evit credi e oe conceved ar Verc’hez dibec’h-caer. Doue a grouas an Eles, ac an daou zen kenta Adam ac Eva, e stad a c’hras : Penaos n’en devize ket croued e stad a c’hras Rouanez an Elez ac an dud ! Penaoz ? Mam Doue a vize bet enebourez da Zoue, ur sclavez da Zatan ! Eûz eo clevet kement all. Falvezed eo bet gant Doue e devize flastred e benn d’ar zerpant bilimus : penaos en devize lezed ar zerpant ive da flastra anizi dindanna ? 0 ! nan ! sonjal kement all eus a Zoue, a ve beza diskiant.