Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —
na lavarfec’h, na zantfec’h, ha na douchfec’h netra, mar ve pec’hed ober, mui eget ma vizec’h maro. En doare-ze, Mari a zigemero ac’hanoc’h ive etre e divreac’h da vont ganti.
III
Ar Verc’hez, pa oe lekeat Doue e Mab er bez, a adoras ar groaz, ac a lakeas evez mad, dre ma valee, na lacaze e zreid var roudou ar goad scuilled gant Jesus. — Daoust ha resped avoalc’h am euz-me evit an trou sacr, ar zacramanchou ? Ar Verc’hez, pa erruas en e zi, pa en em velas e-unan eb Jesus, a voelas doureg deza. Peur e voelin-me avoalc’h, o coll va Doue ? A ! me an den ! Laouen e vezan da lammet gant va joa, gant ma vezo tud da ober