Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/180

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

compagnunez d’in, ac cousgoude pe seurt vad a rafe oll gompaignunez an dud, eb an Aotrou Doue ?… An diskibien a deuas da gaout Mari, evit consoli anezi, ha beza consoled ganti ; ac ar Verc’hez a startaas anezo er feiz. Pebez calonad all da Vari, pa velas e vanke unan eus an Ebestel ! Judas a oa maro en disesper. Pebez calonad ive, pa vel unan eus e bugale o trei fall. Consolit eta anezi, o tistrei outi gant keuz da veza bet e c’huiteed, ac e devezo joa, o velet beo adarre, e c’hrouadur bet maro.

Evit ober joa d’ar Vam a c’hlac’har, grit ur binijen bennac, o tioueret un dra bennac, pe en dibri, en eva, pe er cousket, pe o choum eb mont e leac’h ma carit re mont, etc.