o vont a-biou d’ar poull-canna, ha ne greden ket trei va daoulagad da zellet outo. E leal, o velet daou ha n’o doa greet nemet vad, o vont d’ar maro etre daou archer, piou a vise bet eb encrez ? Un deiz marc’hat oa, ar 14 viz Ebrel 1794. Pa erruzont e Lesneven, e velsont, var blass an ed, reïzou ar maro, lakeed evito. Pa velas se, compaignon an aotrou ’n Abasq a vennas dieza e spered. An Aotrou ’n Abasq a gourachas aneza, ac evit m’en devise nebeutoc’h a dribuill, e reas deza mont a-raoza, mont da genta dindan countell ar bourreo ; ac e tiscuezas eno pegement a nerz-calon ac a vertuz a ro ar feiz christen eneb ar maro. An aotrou ’n Abasq, un denic mistr, ac izilied eaz, un ear devod deza, ha prest atao da redet eleac’h ma vise vad da ober, a oa
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/164
Neuz