Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

evel-meur a ini all, d’an droug-spered, var ar bromessa greet deza ne vise ket kemeret da zoudard, en discuillas d’an archerien, a oa o furcha ar vro, dre urz ar proconsul ugunod a oa e Brest. Cassed e oe, un all ac en, en un ti er bourg, ac eno, da c’hortoz mont var dachen ar maro, e leversont ofis an Anaoun, pedennou an Enterramant, evito o-unan (e ti Franceza Sanquer, dirag ar vered); rac neuze, mouez an Iliz, canticou ar c’haonv, ne visent ket cleved o laouenaat, o toussaat ar maro d’an dud, ac o lacaat sclerder ar Baradoz, lux perpetua, da bara en dro d’ar bez. An aotrou ’n Abasq ac e gompaignon a ieas goude, gat an archerien, da Lesneven. — Scrija a reen, eme unan, a oa o voalc’hi e traon ur grec’hen, a anver Kilôrn, scrija a reen o clevet anezo