Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

camaradiez ganta (1840). — Iaouankiz, mar digouez ganeoch mont d’an Ejip, rancout divroa, cassit ganeoc’h, en ho calon, Jesus ha Mari. Dalc’hit mad d’ar pez oc’h euz desked divar ho catekiz ; ha mar teu deoc’h mervel pell diouz ho tud, eleac’h ne ve den ebed da drei ac’hanoc’h en tu diouz ar baradoz, e vouezoc’h trei oc’h-unan var an tu-ze, ac e reoc’h da viana, abars mervel, actou a feiz, a esperans, a garantez, a gontrision ; ha ma ve carantez avoalc’h, ha contrision barfet en ho calon, ne vêc’h ket colled.


————