gant tud difeiz. Porac no reont evel un den iaouanc a galon, a oa en ur scol vraz o Paris. En eur lavaret kenavezo d’e vam, e prometas dezi e talc’hse mad d’e chapeled. Un droad, e couezas eus e c’hodell. E gamaradet, tud eb feiz na reiz, a zestumas aneza, ac e lacaat e beg ur vaz, ac o sevel anezha uhel, d’ann oll da velet, e crient : Da biou ar chapeled ? da biou ? piou eo ar bigod en om touez ? An den iaouanc-ma, enor deza, o velet e vanke e chapeled en e c’hodell, a dostaas, dispega aneza diouz penn ar vaz : — D’in-me, d’in-me eo, emeza ; me eo ar bigod-se ; bennoz deoc’h. Digat va mam eo, ac evit caout sonj anezi, ne garfen ket e goll. — E gamaradet, o velet e galon ac e lealdet, a zavas o mouez : Enor deza ! emezo. Divar neuze, an oll o doe joa outa, ac a glaske ober
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/113
Neuz