Mont d’an endalc’had

Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —


Tud hep nep seurt respet, hac a gret gant odaç,
O tont da c’huitellat, em chever qemer plaç !
Breugueudi a reont evel moc’h etreze ;
Hac onspen-ze, mévar ! e sònjont marteze
E zeo dìn-me, michanç, cavout goal enorabl
Beza ouz taol azeet gant tud qer meprisabl !
Mar pris Unan anê sellet pe gomz ouzin,
E lavaro gant foei, en eur serri e vin :
Goddam ! Franch-mann, ro deomp buan pebr hac holen,
Pe me foëltro diouc’h-ta va scudel gant da benn.
Qerqent m’en em laqa d’o zervich prim ha pront,
Hac oun evurus bras, m’oc’h assur, mar prizont
Dont da lavarat dìn : Thank you, paour qèz bêleg,
En eur serri o dent hac anter clôs o beg.
O va Lorança guèz ! pelêc’h e ma'n amzer
Ma vije deut seurt tud vardro va fresbyter,
E pije, hep dale, gant troad da scubelen,
Disqet dezo ervad respeti soutanen !…
Te pije lavaret dê : « Houss ! vil forbanet,
» Ne zoc’h, etrezoc’h oll, nemet cos paganet :
» Sònjit ervad penaos atao va Person qèz
» Voe enoret en kær qercoulz ha var ar mèz. »
Ia, Lorança guèz, te pije sur neuze
Foëltret buan da droad e traòn qein an dud-se.
Oh ! Lorança, ne ràn bremâ nemet hirvout :
Va c’halonic em c’hreiz a zonch bemdez ennout.
Nac a boan a zouffràn var bord a c’hoec’h vloas zo,
Qer pell diouzit-te hac ivez eus va brô !
Va muzellou dizec’h a lippàn alies,
Pa zònjàn er frico gueachal dìn a rès.