Mont d’an endalc’had

Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





DISPLIJADUR


UR PERSON,


EMIGRET E BRO-SOZ,


Adresset d’e vatez


LAURANÇA.


————


Pa meus qüittêt ar Franç, me a meus qüittêt oll ;
Mes o coll Lorança, e meus grêt qer bras coll.
Ah ! güella tamic plac’h, va Doue, e voa hi !
Peguement voa soignus da guempen mad va zy !
Neuze certenamant ne yenn qet gant John Soz,
Evit va zri güennec, ha ràncout c’hoas gortoz,
na dy ur c’hos hostiz hac un hostizez lous,
Galousien meurbet vil ha daoulagad picous ;
Nan… ne yenn qet gant hast da zêbri un tam boed,
Souben an tri-draïc, qig ranç ha bara loued.
Oh ! nan,… em presbital, evit compagnunez,
Lorança, me en tou, na bertmetje james
Ec’h antreje em zy ar ganailles falla
A rouantelez Soz, hac ar re distera :
Cocher ha dicrotter, maçonner, savater,
Gant o bragueyer lous o flêryus davancher ;