Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- Pep den en deus gwir da sevel sindikadoù pe da emezelañ enno evit difenn e lazioù.
Mellad pevar warn-ugent (24)
Pep hini en deus gwir da ziskuizhañ ha da gaout lezir, da gaout un amzer-labour bevennet poellek ha vakañsoù mareadek paeet.
Mellad pemp warn-ugent (25)
- Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevañ dereat evit e yec’hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoù kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d’an diogelroez ma c’hoarvez dezhañ bezañ dilabour, klañv, mac’hagnet, instañvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevañ en desped dezhañ.
- Ar mammoù hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel.
Mellad c’hwec’h warn-ugent (26)
- Pep den en deus gwir da gaout deskadurezh. Digoust e tle bezañ an deskadurezh, da vihanañ an deskadurezh kentañ ha diazez. Ret ha dleet eo ar gelennadurezh kentañ. D’an holl e tle bezañ kinniget ar gelennadurezh teknikel ha micherel, d’an holl e vo roet tu d’ober studioù uhel hervez o dellid.
- Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc’h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c’hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc’hel ar peoc’h.