Mont d’an endalc’had

Pajenn:Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Mellad ugent (20)

  1. Pep den en deus gwir d’ar frankiz d’en em vodañ ha d’en em gevreañ e peoc’h.
  2. Den ne c’hell bezañ rediet da vezañ ezel eus ur gevredigezh.

Mellad unan warn-ugent (21)

  1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh e gouarnerezh e vro, war-eeun pe dre hantererezh dileuridi dibabet hep gwaskerezh.
  2. Pep hini, par d’ar re al, en deus gwir da gaout kargoù publik en e vro.
  3. Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklêriet e vo ar youl-se e dilennadegoù onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperennoù kuzh pe dre zoareoù mouezhiañ kevatal o tiogeliñ frankiz ar vouezhiadeg.

Mellad daou warn-ugent (22)

Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d’ar c’hedskor ha da gaout e walc’h eus ar gwirioù armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d’ar strivadeg vroadel ha d’ar c’henlabour etrevroadel, en ur zerc’hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro.

Mellad tri warn-ugent (23)

  1. Pep den en deus gwir da labourat, da zibab al labour a gar, da gaout aozioù labour reizh ha dereat, ha da vezañ gwarezet diouzh an dilabour.
  2. Pep den en deus gwir, hep gwallziforc’h ebet, da gaout an hevelep gopr evit an hevelep labour.
  3. An neb a labour en deus gwir da vezañ paeet reizh ha mat evit ma c’hellfe, eñ hag e diegezh, bevañ en un doare a zere ouzh dellezegezh mab-den, ha mar deo ret ouzhpenn, da gaout gwarez kevredigezhel dre hentoù all.