Hiniennou’ pad an eiz des
Er güin betec o daoulagad :
Pebes buez ! terrupla stat !!
Transgressi res ar bêvare
Dre ar boan hac ar goal vue,
Ar chagrin hac ar rann-galon
A res, lounqesen ampoeson
D’as mam, d’as tad, mar bevont c’hoas,
Ha d’as creg miserabl, allas !
Qercouls ha d’as pugaligou,
Victimou eus da zebauchou.
Examinit mat ar mezier
O c’herruout mezo er guær ;
An ly dezàn zo re vian,
An oll a scrich forçz dirazàn,
En e rauc tout e vugale
E creiz un tân-goal a saillfe ;
Ha goude beza bet privet
Gant o zad cris ha debauchet
Eus ar pes a voa necesser,
Quitibunan maint e danger
Da rancout rinça eus an ty
Evel o c’henlies a guy,
Da loja e cambr ar steret
Pe e toues an anevalet
En eur c’hraou benac a gostes,
En danger da goll o buez,
Pried miserabl an dræsen,