Pelloc’h biqen ne frecanti,
Pe mar tostaes d’o receo,
Hep chench a vuez, te a gleo
E c’hen em rentes davantaich
Eur profanatour sacrilaich :
Chetu ar c’henta gourc’hemen
Nullet eta gant an dræezen.
A heneb an eil goude se
Stanc ha stanc e pedo ive,
Rac ar mezier peurliessa
N’enev, siouas ! qen rosera
Nemet ar valediction,
Ar foultr, en imprecation,
Ar mallos hac ar sacreou,
Chetu e oll litaniou ;
Car eur c’hristen divar ar güin
A bec’h evel eur sarrasin.
Pebes scol ! ô pebes sqüer fall !!
D’ar familliou pebes scandal !!!
Violi a res an drede
Eus a c’hourc’hemennou Doue ;
Rac ar Suliou a brofanes
Hac ar Goueliou santel ives.
Oc’h o zremen en tavargnou,
Mezier infam, en debauchou :
Dre’ breferançz en o choasi
Memes evit en em vesvi ;
Ha guelet a rear alies