Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
Fanch

Na penaos ?

Perig da Firbouch.

Ankounac’heat em eus pegement en dije Fanch da baea.

Firbouch

Daou vil nao c’hant lur ha pevar ugent. Ouspenn ze roget en deus va jupen. Sellit outi. Eun druilhen n’eo ken breman. Dleout a ra d’in eun digoll.

Perig

Ha pegement eo e c’houlenno ar c’hemener da ober d’eoc’h eur jupen nevez ?

Firbouch

Triouac’h lur da nebeuta.

Perig, o sonjal.

Mat ; daou vil nao c’hant lur ha pevar ugent, hag ouspenn, triouac’h lur, kement ma a ra, en holl, tri mil lur nemet eiz real. O rei da Firbouch e yalc’had aour. Sellit, tad koz, ez eus tri mil lur er yalc’had se. Kemerit i da baea dleou Fanch, roit eiz real d’in, hag echu e vezo an abaden.

Firbouch a ro eiz real da Berig.

Firbouch

Me roio d’eoc’h eun diskarg evel just.

Perig

Tamm ebet. Roit an diskarg da Fanch. Firbouch a skriv an diskarg war eur paper.