Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —
Fanch, o c’hoarzin gwenn.

Da gregi em zraou ? Ha, ha, ha, ha ! deus va denig koz, deus kornandon dister ha divalo. Kregi em zraou ? Digor frank da ziskouarn hir, lastez urcher, ha selaou : Abarz ma kemeri eur spillen hepken diganen, me az flastro, en eun taol, evel eur gelienen, evel eur c’hoanen. Ma n’eo ket eur vez ober eur seurt micher, heskina an dud vat, kas d’an dienez eun tad paour a zo gantan c’houec’h bugelig ?

Firbouch

Ne lavaran ket, mes kregi a rin evelato en ho traou, hag ez an d’hen ober dioc’htu.

Fanch, o teurel e vaz, a grog start e Firbouch.

Hejal, bounta ha sacha krenv a ra anezan.

Urcher daonet, koz varc’hadour paperiou louz. Me az tiskroc’henno beo buhezek. Kounnaret mui oc’h mui. Klevet a rez, hein ? Klevet a rez ?

Oc’h en em ganna er c’hiz se, Fanch a grog e jupen goz Firbouch a rog eun tamm mat anezi. Perig a zeu.


XXII DIVIZ


Firbouch, Fanch, Perig.
Fanch, kounnaret atao, o welet Perig.

Sell ! setu ma teuez ive te, medisin an Ankou, a laka ar gristenien da vervel. N’out ket bet pilet awalc’h dioc’h da c’hoant ? O c’hourdrouz. Gortoz ! ne vezo ket hir ar jabadao.

Perig

Gortozit hoc’h unan, Fanch, ha mar am lezit da gomz, kredi a ran na jomo ket pelloc’h ganeoc’h c’hoant da skei ganen.