netra. Dibri a ra ar bruzun diveza ha frota e gof. Nag hi oa mat ! Great e oa bet gant an elez ar grampoezen venniget ze, sur eo.
Da zremm a zo laouen, Perig. Debret mat ec’h eus, a gredan.
Ia sur. Ha te ? pedet mat ec’h eus an Aotrou Doue dioc’h da c’hoant ?
Mat kenan, evidout, dreist holl. Eun tamm naon am eus ive breman d’am zro. Evel m’em boa gourc’hemennet d’it, miret ec’h eus d’in va c’hrampoezen.
Pe grampoezen ?
Va hini me. Te a ra al leue. He lezet ec’h eus er zac’h evidoun, hein ?
Petra ’ta ? Bez’ ez oa eur grampoezen er zac’h ? Ne ouien ket avat, ha n’em eus ket gwelet anezi. Klask te da unan. O tigeri ar zac’h. Sell ! n’eus tamm krampoez ebarz.
O paotr fall ! Gaouiad touet ; peus ket a vez pa leverez gevier ken divalo ze ? Bez dinec’h : me az