Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Perig

Da grampoezen! nan nan, te a dorr va fenn d’in gant da ravoderez a grampoez. Gwenole a ya kuit.


X DIVIZ


Perig, e unan, o tibri atao.

Nag hi zo mat al lein ma. Naon eur bleiz am boa. Evomp eur banne da lakaat da zisken an holl draou mat se. Eva a ra. Pebez gwin ! Nag hen zo tomm ! Mat, echu eo ? O furchal er zac’h. Ia, echu eo al lip e bao. Sell ! petra an dra ze ? Ha ! krampoezen ar ravoder eo. Na perak ’ta e fell d’ezan ker start na zebrfen ket anezi ? Eur grampoezen a zoare e tle beza. Ba, ba, ba ! n’en deus ket difennet na zellin outi ; eun taolig lagad hep ken, da welet hag hi a ve henvel ouz ar c’hrampoez all. Digeri a ra ar paper ha displega ar grampoezen. He zevel a ra astennet mat en e zaouarn, dirak e zremm. Holla ’ta ! tud keiz, ne welit mui va fenn, hein ? Kuzet eo dindan al loar, loar an Aotrou Doue ! O lakaat e fri ouz ar grampoezen. O la la la la ! pebez c’houez ganti ! O krial. O ! gwella c’houez ! O krial krenvoc’h. Pebez c’houez ganti ! En eur en em zifreta gant e blijadur, regi a ra ar grampoezen. O mil batatezen ! petra ’m eus great ’ta ? Petra rin me breman ? Mat. P’eo gwir eo roget neat, perak ne zebrin ket eun tammig anezi ? Egile ne ouezo tra. Eun tammig, eun tammig bihan bihan ! Dibri a ra eun tamm. O ! Santez Anna ! O ! Santez Barba ! Dibri a ra. Klaoustre na zebrit morse, er baradoz, krampoez ken dispar, ken flour hag houma. Dibri a ra. Na c’houi kennebeud, aotrou Sant Per, va faeroun, a garan kement. Dibri a ra ken na jom mui gantan nemet tammou bruzunet. Foeltr an diaoul ! Petra rafe va mignon breman gant ar bruzun dister ma ? Netra,