Tata ! Tata ! n’em eus mui a boan, n’em eus mui. Deomp da c’hoari adarre, deomp ’ta !
Pebez burzud ! va Doue karantezus ! pebez louzou ! Na c’houi zo gwiziek, aotrou !
Ne ket me eo em eus pareet ho pugel. An Aotrou Doue eo. Gant al louzou ma, roet en e hano, ar re zall a wel, ar re gamm a vale, ar re vouzar a glev, ar re varo a zav da veo.
Gwir eo. Mes me zo bras va anaoudegez vat evidoc’h. Deuit d’am zi. Abenn eur c’hart heur bale e vezimp di, ha me roio d’eoc’h eur yalc’had vat a aour evit ho tigoll. Me zo pinvidik bras.
Nag aour, nag arc’hant, na gwenneien seurt ebet.
Petra a rez ? Penaos ’ta ? Kinnig a reer d’it eur yalc’had aour ! ha leverez nan ! Petra sonjez ? eur yalc’had aour ! te zo foll mik e doare.
Ne fell ket d’in, Perig, koumpren a rez ?
Mil diaoul ruz ! N’em eus gwelet a viskoaz eur genaouek, eur Yannig diot eveldout.